Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/270

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
doctrin ar guir gristen.


Ul læstr re-garguet a dlê teulet er mor, ar pez en deus a re gant aon da voëledi, evel-se ive ar re binvidic a dle teulet eus o madou etre daouarn ar paour, ober œuvrou-mâd, ha derc’hell o c’halon distag eus an traou crouet, ma na fell quet dezo en em goll eternelamant ; rac, en heur ar maro, o madou-bras ne zervichint dezo da netra : ne gacint gantho dirac Doue nemet ar c’heuz d’o c’huitaat, pe ar c’hrim da veza o goal-acquisitet. Destum a rit madou dre gals a boan, hac alies dre voyenou injust : tud disquiantet, eme ar Scritur, en nos-ma e rencot mervel hac comparissa dirac Doue, hac ar madou-se da biou e vezint-hy ? [1] Ne de quet cousgoude ar madou eo a zo fall enno o-unan, mæs ar garantez disordren hon deus evitho… Un den a varv gant nebeud a boëson, hac ar marc’hadour pehini a zalc’h cals en e dy, a chom leun a vuez ; rac ne ra nemet guerza e varc’hadourez. N’hoc’h eus nemet uguent scoët pere ha liquit var ho calon, he rê-zama a rit, ha mervel a reot. Hennez-all en deus uguent mil scoet, mæs o derc’hel a ra en e arbel hac o dispign a ra hervez e ezom, e galon ne dê quet stag outho : rac-se ne raint poan-ebet dezan… Bevomp eta, hor c’halon distag eus ar madou temporel pere a dremen quer-buan, hac a ell beza quen noazus d’hor silvidiguez. Greomp aluzen d’ar paour ha ne zeziromp jamæs tra hon nessa evit er c’haout iujustamant. En em gontantomp er stad e pehini ez-omp laqueet gant ar Brovidanç divin, ha meulomp Doue e pep amzer, er c’hlênvet evel er yec’het, en adversite evel er brosperite !

  1. [Cf. Luc. XII, 20.]