Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/271

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
239
eil loden.



EIZVET GOURC’HEMEN.


Non loqueris contra proximum tuum falsum testimonium.
Ne leverot quet fals-testeni enep ho nessa.

Doue, dre’r gourc’hemen-ma a zifen ouzomp noazout d'hon nessa dre fals testeni, da c’houzout eo dre gomzou control d’ae virionez lavaret dirac justiç, pe memes eleac’h-all, hac a ordren deomp beza ato eoun ha just en hor c’homzou hac en hon oberou..

Dre’r c’homzou control d’ar virionez ha peurvuia noazus d’an nessa, e c’hententer ar fals-testeni, ar gaou, an drouc-preseguerez, ar c’halomniou hac ar jujamanchou temerer.

I. Lavaret fals-testeni, eo lavaret dirac justiç, pe eleac’h-all, pa vezer interroget, traou control d’ar virionez. Tri dra a rent ar pec’het-ma grevus meurbed ; rac ma pec’hit a-enep Doue oc’h e guemeret da dest e faus ; a-enep ar justiç o lacat punissa pep ne dê quet coupabl, pe o viret na bunisser nep-so coupabl ; a-enep ar virionez, oc’h ober ur raport faus pe o têvel ar pez so guir.

Ar Scritur a lavar penos an testou-faus a zo abominabl dirac Doue, ha penos en deus outho horrol ha cassoni : un test-faus, eme ar Speret Santel, a zo ur muntrer pehini a blant e glêze, pe e gountel hac e virou e calon e vreur : jaculum, et gladius, et sagitta acuta homo qui loguilur contra proximum suum falsum testimonium [1]. En effet, an dishenor, ar ran-galon, ar maro a zo alies an effejou trist eus ar fals-testeni : rac-se Speret Doue a lavar c’hoas penos ar seurt tud-ma ne brosperint quet, penos e vezint punisset gant

  1. [Ps. XXV, 18.]