pehini a gondaon an dromplerien hac dud gaouiad… Roit d’in eta ar c’hraç, ô va Doue, da garet ha da viret bepret ar virionez ! Ne auferas de ore meo verbum veritatis usquequaquè ! [1]
III. An drouc preseguerez : drouc-preseg a sinifi lavaret drouc, malum dicere, pe ive, evel a lavar an deologianet, lemel un dra-bennac eus a vrud-mâd hon nessa : detrahere aliquid de aliquo ; ar pez a eller da ober, eguis pa lavarrac’h rac-eoun hac a dreuz : directè et indirectè.
Rac-eoun, directè : 1° pa damaller dezan ur faut-bennac e faus, ar pez a c’halver calomnia : ar c’halomniou hac ar raportchou-faus a zo crimou ar re horrupla ; lemel a reont ar peoc’h hac an union eus a douez an dud, ha lacat a reont en o flaç an drong hac ar gassoni ; rac-se Doue a ro e vallos d’ar galomniatourien ha d’ar raporterien-faus, caz hac horrol en deus dioutho : susurrones, detractores Deo odibiles [2]. Calomnia a eller dre goms, dre scrid pe dre gest, hac e pe fæçon-bennac er grær, ar c’hrim a zo ato bras pe vrassoc’h hervez ar pez a leverer, hac hervez an dud a galomnier… 2° Pa ziscleriit ar pez a oa cuzet ; rac, ne dê quet ret lavaret gaou ; drouc-preseg a zo lavaret an drouc-so en nessa. Ho preur en devoa cometet ar faut-se, mæs ne oa quet anavezet, ha recevet en devoa ar pardon anezi digant Doue : perac e zit-hu da zisquez d’an dud ar pez so effacet gant Doue ? ha da ober d’ar re-all ar pez ne garrac’h quet a ve græt deoc’h hoc’h-unan. 3° Pa injuriit ho nessa en e visach dre gomzou poanius, o rebech dezan e infirmiteou naturel, e nebeud a speret, e fautou tremenet : mar doc’h divac’haign ha mar hoc’h eus ur speret lem, tru-