re o deus o græt : ret eo o zreti, evel ma carremp beza tretet hon-unan. Ajouti a rer : a-drê e guein ; ar pez a ziffarant an drouc-preseguerez eus an injunou pere a leverer e presanç an nessa hac en e visach.
Lavaret drouc eus an nessa e faus pe e guir, e injuria, ober goal raportchou dre goms, dre sin, pe dre scrid a zo ur pec’het an horrupla, abalamour ma tor ar gourc’hemen a ra Doue deomp d’en em garet : qui detrahit fratri, detrahit legi [1] ; abalamour ma lam digant hon nessa e vrud-mâd pehini a so preciussoc’h eguet pep seurt madou ; abalamour d’ar glac’har incomprenabl a laca e calon an ini a behini e vez lavaret drouc : tol-baz a ra bronduen, mæs tol-teod a vruzun esquern : plaga linguæ comminuet ossa [2]… Deot an drouc-preseguer a zo evel birou hac armou ampoësonet, hac e deod a so evel ur c’hleze lem pehini a ro ar maro : dentes eorum arma et sagittæ, et lingua eorum gladius acutus [3]… An drouc-preseguer a zo un den hep religion-ebet, rac, mar deus unan-bennac hac a gred en deus religion hep lacat ur brid d’e deod, e religion a zo væn, eme ar, Speret Santel : si quis putat se religiosum esse non refrænans linguam suam, hujus vana est religio (Job. I, 16)… An drouc-preseguer a so mevel an drouc-speret pehini en em zervich anezan evit ampech ar vâd, hac evit lacat ar gassoni etouez an dud : ar belec, an escop, ar prefet-se a laca pep justiç-vâd da rên en ur barres, en un escopti, en ur vro pen-da-ben, mæs ar goal-deod a zo o brud-vad, ha neuse souden ne allont mui ober evel diaguent… An daou vignon-se a veve en ur peoc’h hac en un