diæz-bras da rapari. Evit caout ar pardon eus ar pec’hejou-all eo avoalc’h o detesti hac o c’hoës ; mæs ar pec’het-ma, evel al laëronci, ne vezo pardonet nemet goude ma vezo raparet, guella ma vezo possubl, an drouc a vezo græt : hoguen, penos rapari un drouc quer bras ? cals ne fall quet dezo en em zislavaret, ha da gals-all ne zervichfe quet en ober, rac, allas! ar brud a gresq en ur vont, hac eleac’h ma c’herru ar brud ne erru quet an iscus. Ar glan-guen a zo æz da zua, mæs penos guenna an ini zo dû !… Æz eo laza un fulen-dân, mæs penos laza un tân-goal ? Arreti a eller ur mæn pe ur voul-vras pa gommnanç da ruillal divar ur menez pe ur plaç huel-bennac, mæs ur vech ma vezo commancet da zisquen, e arreti a zo dangerus ; cousgoude, an drouc-preseguer a zo obliget da ober e bossubl evit effaci an drouc en deus græt, mæs en em hasta a dle gant aon da veza re-divezad : da viana a tle goulen pardon digant an ini en deus offancet, lavaret-vad anezan ha pedi Doue evithan… Cetu ama un avis-bennac evit en em viret eus a ur pec’het pehini a vezo caus eus a zaonation quellies a ini. 1° Songit e parlantit e præsanç Doue pehini en deus quement a horrol eus ar pec’het-ma, ma tisclerias da Voyses penos eus a c’huec’h-cant mil den a oa en desert ne antreje nemet daou en douar prometet, abalamour m’o devoa drouc-preseguct eus e oll c’halloud : et malè locuti sunt de Deo : nunquid poterit parare mensam in deserto ? [1]… Ne garfac’h quet quemeret un arbalastr evit lesquel birou var imach hor Zalver crucifiet : penos e credit-hu eta lesquel ar birou eus ho teod bilimus var ho preur pehini a zo
- ↑ [Ps. LXXVII, 19.]