unan eus a vemprou-beo hor Zalver, ha templ ar Speret Santel : an imach coat-se a uso gant an amzer, mæs ene ho preur a zo immortel… Ne garfac’h quet c’hoas lacat an tân ê ty ho nessa na lemel diganthan e vadou ; mæs goassoc’h a rit, rac rei a rit martese ar maro d’e reputation, d’e gorf ha d’e ene. 2° Songit aroc parlant er pez hoc’h eus da lavaret : teod an den fur a zo en e galon, ha calon an den zod a zo var e deod, eme ar Speret Santel [1]. Ur gomz a zo evel un fulen-dân pehini a ell ober un drouc ar brassa : pouezit eta mâd ho comzou ha laquit ur brid en ho quinou evit brida ho teod : verbis tuis facito stateram, et frænos ori tuo rectos [2]. Ar brid-ma eo an humilite : songit hoc’h eus traou avoalc’h da ober hoc’h-unan oc’h en em viret a bec’het, hep sourcial eus ar re-all. 3° Laquit un or var ho quinou evit derc’hel ho teod : pone, Domine, ostium circumstantiæ labiis meis [3] ; an or-ma, eme sant Per, eo ar garantez pehini a c’holo un niver bras a bec’hejou [4] : grit d’ar re-all ar pez a garzac’h a ve græt deoc’h hoc’h-unan. Pa hoc’h eus græt ur faut-bennac, a ne fell quet deoc’h-hu e ve cuzet ? Perac eta e tizoloit-hu ar faut en deus græt ho preur ?… 4° Laquit spern vardro ho discouarn : sepi aures tuas spinis [5] ; da lavaret eo, na brestit quet ho discouarn d’ar goal-deodou ; er c’hontrol ; disquezit dezo e tisplich deoc’h ho goal-deodadou, oc’h oher dezo miret ar silanç, mar hoc’h eus leac’h hac autorite, ha ma n’hoc’h eus quet, o cench conversation, pe o quemeret an tec’n, pe c’hoas o quemeret ur visach trist, rac evel ma teu avel an nord da bellaat ar glao, eme ar Speret Santel, evel-se ive ur visach trist a bella an
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/279
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
eil loden.