Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxiv
aroc ar goession.

goësse gueneoc’h coëza er memes fautou, ispicial er re vrassa anezo : Doue pehini ho car, a vuelo ar boan a guemerit, en devezo truez ouzoc’h hac ho sicouro.

Goude beza en em excitet d’ar gontrition hac e goulennet digant Doue, iit da goëss, ha discleriit ho pec’hejou gant sencerite, gant humilite ha gant glac’har. Nac’h ur pec’het marvel hepquen a so avoalc’h evit ober ur goëssion sacrilach, hac evel ma’z-eo alies diez-bras diffaranti ur pec’het marvel diouz ur pec’het veniel, coëssait hoc’h oll bec’hejou, guella ma ellot.

GOUDE AR GOESSION.

Pa vezo achu gueneoc’h ho coëssion, ne vanquit quet da satisfia da Zoue ha d’an nessa, och ober prontâ ma ellot ar binigen roet deoc’h : songit en avisou-mâd hoc’h eus recevet en dribunal santel eus ar binigen, hac o heullit a boënt-da-boënt. Bezit ive sourcius da drugarecaat Doue eus ar pardon en deus accordet deoc’h, ha livirit:

Pe seurt action a c’hraç a allan-me da renta deoc’h, ô va Doue, evit ar pardon hoc’h eus accordet d’în ? Va c’holl a allac’h evit bepret, hac em pardonit ! hoc’h adversour e voan, ha cetu-me brema agreabl dirac ho taoulagad ! peguer bras pec’her ha peguer miserabl bennac e ven bet, n’hoc’h eus quet brema nebeutoc’h a garantez evidon ! O va ene, meulit Doue, ha ne ancounac’hait jamæs ar c’hraç gaër en deus græt deoc’h, ê pehini a bardon deoc’h ho pec’hejou, ho rent salo dious hoc’h infirmiteou spirituel, ho tilivr diouz ar maro eternel, hac a ro deoc’h guir ê