Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/281

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249
eil loden.

eus ar re ne garont quet. Ur pec’het eo songeal drouc eus an nessa, hac ur pec’het brassoc’h eo lavaret an drouc a zonger : mar dê bras an drouc e pehini e songit ha pehini a livirit, ho pec’het a zo ive bras meurbet, ha mar grit tor d’an nessa, ez-oc’h obliget da restitui pe da rapari ar tor hoc’h eus græt dezan en e enor pe en e vadou. Mæs mar dê difennet ober jujamanchou temerer, ez~eo ive recommandet deomp lacat evez eus a bep seurt apparanç a zrouc, gant aon da veza evit ar re-all un occasion a bec’het.





GOURC’HEMENNOU AN ILIS.


Qui vos audit, me audit [1].
An ini ho selaou, am selaou.

Doue en ur rei deomp an Ilis evit mam, en deus roet dezi ar galloud da ober deomp gourc’hemennou. Un articl a feiz eo penos deiz hor badiziant e teflomp da veza hugale da Zoue ha d’an Ilis. Adalec ar moment eürus-se, ar vam zantel-ma hor c’honsider evel he bugale hac a guemer ac’hanomp ur zourci ar brassa. Epad hor bugaleach e ro deomp al læz eus he doctrin, da lavaret eo, an anoudeguez hac ar principou quenta eus ar feiz : dre ma c’havançomp en oad, e ro deomp instructionou crêoc’h, ha pa vèl e c’hanavezop-mâd he doctrin zantel, e vag ac’hanomp eus a vara an ælez dre’r gommunion. Mar hon deus ar goal-eur, epad hor buez, da gometi ur pec’het-bennac, ha dre eno da zisplijout da Zoue, e tisquez deomp ar voyen d’en em

11.

  1. [Luc. X, 16.]