reconcilla ganthan, ha da effaci an offanç hon deus græt dezan. Goude beza hor c’hunduet, evel divar bouez hon dorn epad hor buez, ha benniguet, goude hor maro, an douar e pehini e tisquen hor c’horf, e continu da bedi evidomp betec ar moment ma c’hantreomp e joa ar barados. An Ilis eta a zo hor mam, hac an Tadou zantel a lavar penos n’en devezo quet Doue evit tad, an ini n’en deus quet an Ilis evit mam : o veza hor mam, e deus galloud da gommandi deomp hac hon dever eo senti outhy… Hor Zalver Jesus a lavare guechal d’e ebestel : pep galloud a zo roet d’în en êe ha var an douar : me ho caç evel ma ez-oun va-unan digacet gant va Zad ; iit, instruit an oll nationou… An ini ho selaouo, am zelaouo, hac an ini ho tispriso, am dispriso [1]. An ebestel hac o successoret a recevas eta digant hor Zalver ar memes galloud en devoa recevet e-unan ; hoguen galloud hor Zalver en êe ha var an douar a oa absolu ha souveren ; rac-se ar guir Ilis he deus recevet diganthan ar galloud da ober deomp gourc’hemennou, ha nî a so obliget d’o miret, dindan boan da bec’hi marvelamant, da guëza en hæresi ha d’en em goll. Ar Sinagog pehini a oa ilis ar Yuzevien hac ar squeud hepquen eus ar guir Ilis, e devoa ar galloud da ober certen gourc’hemennou d’ar bobl-ma ; hac hor Zalver e-unan a ordrene senti ous ar pharisianet, abalamour, emezan, ma oant azezet e cador Moyses [2] ; hoguen ar guir Ilis a dle caout, hac e deus en effet, brassoc’h guir eguet an ilis-se eus al lezen ancien pehini ne oa nemet ur squeud hepquen : an ebestel a gomprene-mâd ar virionez-ma, pa zifennent, en hano Doue, dioc’h an dud fidel di-
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/282
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
doctrin ar guir gristen.