hini, dre urz Doue, a scoas a varo oll vibien-êna an Ægyptianet hac a espergnas bugale an Israelitet. Gouël ar Pantecost pehinl a sinifi anter-cant devez goude Pasq, a zelebret e memor d’an deiz e pehini an Autrou Doue a roas e lezen d’e bobl ebars en desert, anter-cant devez goude m’en devoa en tennet eus a zindan domination Pharaon. Gouël an trontpillou a zelebret e memor d’an drouç a reas ar gurun ur moment aroc ma roas Doue e lezen ; ha gouel an tabernaclou pe an tantennou, e memor d’an amzer a dremenas ar bobl a Israel dindan tantennou ebars en desert, e peleac’h e recevent o bevanç eus an êe dre voyen ar mân pehini a zisquenne bemdez evit o mezur. Ar Sinagog, da lavaret eo, Ilis ar Yuzevien, a instituas ive cals a vouëliou hac a yuniou evit trugarecaat Doue eus ar victoriou o devize gouneet var o inimiet, hac evit expia certen crimou pere a vize bet cometet etouez ar bobl.
En amzer al lezen nevez pe al lezen a c’hraç, an ebestel, instruet e scol hor Zalver, o deus instituet ar zul e plaç ar sadorn pehini a oa diagnent an deiz consacret da zervich Doue, e memor d’ar repos a guemeras en deiz-ma, goude beza crouet ar bed e c’huec’h devez. Ober a rejont ar cenchamant-ma, abalamour d’ar zul eo e ressuscitas hor Zalver, e tisquennas ar Speret Santel var an ebestel, hac e commanças ar bublication eus al lezen a c’hraç. Instituet o deus ive, cals eus a vouëliou hor Zalver, hac an Ilis carguet d’hon instrui, hac ato cunduet gant ar Speret Santel, e deus instituet pe recevet abaoue, an darn-vuia eus ar gouëliou-all e general. Beza ez-eus ive gouëliou