quenta goude Doue, hon dever eo e drugarecaat eus ar graçou dreist-ordinal en deus accordet dezi ; ober hor possubl evit imita he vertuziou, he feiz crên, he esperang ferm, he c’harantez ardant, he furete angelic, he humilite vras hac he c’honformite barfet da volontez an Autrou Doue, goulen a greiz hor c’halon, hac alies, ar zicour eus he intercession, rac impossubl eo da bedennou ar Verc’hes Vari chom hep heza selaouet.
Ar zænt, evel a gân an Ilis, a zo ar vein-beo a bere eo græt ar Jerusalem cœlestiel, mæs aroc antren er plaç caër-ma ez-int bet taillet ha stardet gant morzol ar boan hac ar bersecution : tunsionibus, pressuris expoliti lapides [1] ; hon dever eo eta ive, pa zelebromp ur gouël-bennac en ho enor, trugarecat an Autrou Doue eus an nerz, ar gourach hac ar joa memes en deus roet dezo en o foan hac en o zrubull, rac goapeet, dispriset ha persecutet int bet, ha consideret gant cals a dud evel scubien an douar : tanquàm purgamenta hujus mundi [2]. Beza ez-eus en o zouez, eus ar memes stad, ar memes oad hac ar memes bro gueneomp : heuillomp eta an exempl o deus roet deomp, perac ne allemp-ni quet ober ar pez o deus græt ? Sempl ha fragil e voant eveldomp ; mæs fidel int bet da c’hraç Doue ; miret o deus e lezen ha recevet o deus ar recompanç caër dleet dezo. Beza ez-int mignonet an Autrou Doue, en em laqueomp eta dindan o frotection, ispicial dindan protection ar Verc’hes sacr, dindan protection hon æl-mâd, sænt patronet ha protectourien hor parres, hon escopti, hor bro : hon tud-coz er feiz, o deus savet templou caër en o enor, ha nî, siouas ! a zisplich dezo, o tisplijout da Zoue dre hor buez disordren.