Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/295

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
eil loden.

absoluamant : o veza er stad-se, quement seurt pedennou a reot epad an oferen, a vezo agreabl da Zoue ha profitabl evidoc’h : lavarit ar Bater hac an Ave, ar Gredo, an actou, ar chapelet, ar rosera hac ar pedennou a guerrot ; cousgoude, evel ma’z-eo an oferen ur repræsantation eus a bassion hac eus a varo hor Zalver, e vê un devotion convenabl-bras medita var ar pez en deus souffret evidomp. Mar zantit hoc’h eus mui a zevotion o len excrciçou devot, evit an oferen, pere a gavot e cals a levriou, pe o cana asamblez gant an dud a Ilis, pe memes oc’h ober un attantion vras da zerimoniou an oferen, grit evit ar guella, da lavaret eo, evit brassa gloar an Autrou hac evit ho prassa avantach ha profit spirituel… Dreist pep-tra, guelit pe seurt techou-fall hoc’h eus ; goulennit pardon anezo, hac ar c’hrag d’en em gorrigea : goulennit ive bepret ur c’hraç particulier-bennac.



TREDE GOURC’HEMEN.


Coës a ri da viana
Ur vech er bloas hep nac’h netra.

An Ilis, dre’r gourc’hemen-ma, a ordren da guement o deus an usach a ræson, coës o oll fec’hejou da viana ur vech bep bloas, d’ho fastor, pe gant e gonge da ur belec-all-bennac aprouet gant an Ilis.

I. Da guement o deus an usach a ræson : obliget eo, eme ar c’honcil a Latran [1] an oll dud eus an eil sex hac eguile, pere o deus an usach a ræson, da goës o oll fec’hejou d’o belec propr, da viana ur vech er bloas, ha da sacramanti da Basq, dre

  1. [Concil. Lateran. IV (an. 1215), can. 21 (Omnis utriusque sexus fidelis…).]