Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/298

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
doctrin ar guir gristen.

er stad horrubl eus ar pec’het marvel. Sant Ian-Chrisostom [1] ne gomprene quet penos e c’hall un den quemeret ur repos-bennac e stad a bec’het, hac ar profet David e-unan en em estone o velet peoc’h ar pec’herien : penè moti sunt pedes mei pacem peccatorum videns [2]. An Ilis ne verq quet ar poënt da goës evel ma verq ar poent da gommunia, abalamour ur goëssion hepquen ne dê quet alies avoalc’h evit en em lacât e stad da zacramanti ; mæs, o veza ma tleer communia da Pasq, e tleer ive coës neuse da viana, mar en em zanter coupabl eus a ur pec’het-bennac, rac ar re n’o deus græt pec’het-ebet ne dint quet obliget da goës, pa’z-eo guir penos ar goëssion a zo un accusation eus ar pec’hejou cometet.

III. D’hor pastor hon-unan, pe d’ar veleyen a labour assamblez ganthan, pe gant e gonge d’ur belec-all-bennac aprouet gant an Ilis : d’hor pastor hon-unan, ha non pas da re-all, pere, o veza ne vouessent quet hon anaout, a alfe rei pe refus re-vuan deomp an absolven ; eleac’h ur pastor a dle anaout e zênved, evel ma tle e zênved en anaout o-unan : cognosco oves meas, et cognoscunt me meæ [3]… Hor pastor hac ar veleyen a labour assamblez ganthan, a renco renta cont ac’hanomp da Zoue : tanguàm rationem pro animabus vestris reddituri [4] ; just eo eta ive deomp rei dezo da anaout e pe stad ema hor c’houstians… Carguet int gant Doue d’hor gouarn ha d’hor barn : d’hor parea eus hor c’hlênvejou spirituel : mæs, evit gallout en ober, eo ret dezo anaout pe seurt buez a gunduomp hac ê pe seurt dispositionou en em gavomp ; hoguen evit-se, e tleomp coës dezo hon oll bec’hejou, da viana ur vech er bloas, poent--

  1. […]
  2. [Ps. LXXII, 2-3.]
  3. [Joan. X, 14.]
  4. [Heb. XIII, 17.]