Ha da Basq e sacramanti,
Rac-se e stad-vâd e vevi.
An Ilis, dre’r gourc’hemen-ma, a ordren da guement o deus an usach-vâd a ræson, communia, da viana ur vech er bloas, da Basq, en o ilis parres.
I. Da guement o deus an usach-vâd a ræson: brassoc’h anoudeguez a renquer da gaout eus ar guirionezou principala eus ar feiz evit gallout communia eguet evit gallout coës, rac-se en darn vuia eus an escoptiou e coësser ar vugale d’an oad a seiz vloas, petra-bennac ne roer dezo ar gommunion nemet da zec pe da unnec vloas : cousgoude, pa vezont clân, e c’heller o c’hommunia aroc an oad-se pa gaver o deus an dispositionou requis eus a gostez ar speret hac eus a gostez ar galon : an nouen a roer dezo da zeiz vloas, ha memes querquent a ma c’hallont coës, ha neuse e vez enterret o c’horfou evel corfou ar re-vras, da lavaret, gant ar memes cerimoniou.
II. Communia a dleomp da viana ur vech er bloas : ar memes concil a Latran pehini a ordren d’an oll dud fidel coës da viana ur vech er bloas, a ordren ive dezo communia, da viana bep bloas, en amzer Fasq [1]… An Ilis ne zougas al lezen-ma nemet en drizec canved : e commançamant ar gristenach ne oa ezom-ebet da boursu an dud fidel da gommunia, rac en ober a rent bemdez, pe da viana quellies guech ma c’hasistent er sacrifiç divin eus an oferen ; mæs an niver eus ar gristenien o veza deut da gresqui, hac o fervor guenta da
- ↑ [Concil. Lateran. IV, can. 21 (gw. uh.).]