ziminui, cals anezo ne gommunient nemet da zul : lezireguez un darn-vras a deuas memes da veza quer commun, ma cavas an Ilis a propos, en navet canved, ordren d’an oll dud fidel communia, da nebeuta, teir guech er bloas, da Nedelec, da Basq ha d’ar Pantecost. Erfin, en drizec canvet, an Ilis a ordrenas d’he bugale communia da viana ur vech er bloas, en amzer Fasq, ar pez a c’hourc’hemen c’hoas hirio.
Hor Zalver Jesus oc’h institui ar sacramant adorabl eus an auter, a vercas deomp an obligation hon deus d’e receo : an ini, emezan, ne zebro quet eus va c’horf ha ne evo quet eus va goad, n’en devezo quet ennan ar vuez eürus eus va graç : mæs ne vercas quet e pe boënt e tleïemp communia, lezel a reas ar gourc’hemen-ma da ober gant e Ilis pehini a ordren deomp eus e bers, communia, da viana ur vech er bloas, en amzer Fasq.
III. Lavaret a reomp, da viana, rac, ur c’hristen-mâd n’en em gontant quet da gommunia ur vech er bloas, mæs en ober a ra liessa ma ell, ha desirout a ra en ober bemdez. Hennez eo ive, eme ar c’honcil a Drant, dezir hor mam zantel an Ilis pehini a c’houlen digant he bugale, ma vezo santel avoalc’h o buez, evit permeti dezo evel d’ar gristenien guenta, communia bemdez [1]. Penos en effet, e c’hallit-hu ræsonablamant caout muioc’h a zourci eus ho corf, ha memes eus ho loened villa, eguet eus hoc’h ene ?… Jesus-Christ er gommunion a zo an oan pehini a effaç pec’hejou ar bed : eccè Agnus Dei, eccè qui tollit peccata mundi [2] ; perac eta e quemerit-hu an tec’h, eleac’h en em bræsanti dirazan evit beza pareet !