Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/304

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272
doctrin ar guir gristen.

gavont quet a amzer da receo o Doue ! Amzer a gavont da velet, da glêvet ha da ober pep-tra, ha ne gavomp moment-ebet da dostaat ous hor Zalver pehini a chom var an auter dre garantez evidomp, hac hor c’honvî da vont d’e gaout evit hor c’honsoli hac evit rei deomp an oll graçou a bere hon deus ezom : ut ditem diligentes me et thesauros eorum repleam [1].

IV. Da Basq : an amzer Fasq a rên, dre oll, adalec ar zul Bleuïou betec sul ar C’hasimodo; mæs ar bastoret a receo ordinalamant digant an escop, ar bermission da asten pe da verraat an amzer Fasq, hervez ma cavont a propos. An ini pehini, dre avis e goëssour, na ell quet communia da Basq, a dle en em zoumeti a volontez-vâd da guemen-se, hac ober e bossubl evit en em lacat e stad da gommunia er poënt a zo merquet dezan… Ar re ne raint quet quemen-ma, dre o faut, ar c’honcil a Latran [2] a c’hourdrous serri outho dor an ilis epad o buez, ha refus dezo an douar benniguet goude o maro.

V. Pep-ini a dle communia en e barres, petra-bennac m’en deus recevet ar bermission da vont da goës eleac’h-all : evit gallout communia emeas eus e barres, e tle caout ur bermission expres evit-se. An dud clân pe infirm a ell ober o fasq en o zy, pe goulen permission da vont d’en ober d’an ilis querquent a ma vezint pare. Ar gommunion roet d’ar-re glân en amzer Fasq, a ell servichout da viatic ha da gommunion bascal, o caout an diou intantion-ma.

  1. [Prov. VIII, 21.]
  2. [Gw. uh.]