Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/308

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
doctrin ar guir gristen.

eta caout recours da ur voyen quen excellant evit gallout cuntinui da veva e doujanç hac e carantez an Autrou Doue !

Ar yun, quen el lezen ancien, quen el lezen nevez, a zo Bet instituet principalamant evit satisfia da justiç Doue offancet dre ar pec’het, hac evit obteni diganthan ar sicourou a bere hon deus ezom ; hoguen, peguen alies a bec’het na gometomp-nî quet bemdez, ha peguer-bras ezom n’hon deus-nî quet eus a zicour Doue ? Ar pec’het a vilit ur boan pehini a rencomp da souffr er bed-ma pe er bed-all ; mæs poaniou ar bed-ma a zo ber ha dister, ha poaniou ar bed-all a zo hir ha grevus : ac’hanomp hon-unan e cuëzomp er stad trist eus ar pec’het ; mæs ne domp quet ac’hanomp hon-unan evit en em denna eus ar stad truezus-se ; greomp eta pinigen a greiz hor c’halon er bed-ma ha criomp varzu an drugarez a Zoue ; conformomp hor bolontez d’e ini o renonç d’ar pec’het ha greomp hon oll bossubl evit en em zavetei. Yunet hon deus, ô va Doue, eme ar Yuzevien, ha n’hoc’h eus quet sellet a druez ouzomp : jejunavimus et non aspexisti (Isai) [1]. Ia , eme Zoue, mæs ho polontez ne oa quet conform d’am ini : va bolontez eo ho savetei, ha c’hui en amzer-ma yunac’h a veve er memes disurzou ; va fedi a reac’h divar-bec ho teod, mæs bo calon a oa pell diouzin : hac hennez eo eta ar yun a c’houlennan-me ? Nunquìd tale est jejunium quod elegi ? [2] Yunit, mæs distroit ive ouzin eus a greiz ho calon, ha torit ar chaden pehini ho talc’h dindan esclavach ar pec’het : dissolve colligationes impietatis [3] ; neuse e criot varzu-ag-ennon, hac e respontin deoc’h penos ez-oun præst d’o sicour : clamabis et dicet : eccè adsum [4].

  1. [Is. LVIIII, 3.]
  2. [Ibid., 5.]
  3. [Ibid., 6.]
  4. [Ibid., 9.]