Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/311

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
eil loden.

yun hed-ha-hed, a zo obliget d’e ober hervez o galloud : Doue ne c’houlen quen digantho ; mæs o vancout da ober o fossubl, e pec’hont marvelamant. An esquibien, pere a zo laqueet gant Doue evit gouarn e Ilis, a ell, evit ræsoniou-mâd ha legitim, dispansi eus ar yun e general, ha rei ar memes galloud da bastoret an eneou.



C’HUEC’HVET GOURC’HEMEN.


Na da zadorn, na da vener,
Ne zebri quic e nep amzer.

An Ilis, dre’r gourc’hemen-ma, a zifen dibri quic da vener ha da sadorn, hep necessite hac hep permission ; ha quemen-ma evit enori passion hac enteramant hor Zalver, hac evit hon disposi da santifia-mâd ar zul.

I. An Ilis a fell dezi e ve ato præsant d’hor speret ar zonch eus a bassion hac eus a varo hor Zalver, evit hon douguen da zetesti ar pec’het ha d’en em viret outhan. Evit quemen-se ive, en deus hor Zalver e-unan, instituet ar sacrifiç santel eus an oferen, hac en deus lezet gueneomp e gorf hac e voad precius er sacramant adorabl eus an auter. Goude m’en devoa instituet ar sacramant-ma, e lavaras d’e ebestel, hac en o fersonach d’an oll veleyen : grit quemen-ma e memor ac’hanon : hoc facite in meam commemorationem [1], da lavaret eo, offrit ar sacrifiç-ma e memor eus va fassion : sant Paul a lavar ive eus e berz d’an oll gristenien penos quellies guech ha ma communiont e nevezont ar memor eus e bassion [2] : ret eo eta en deffe hor Zalver carantezus un dezir-bras hor he memor eus e souffrançou hac

  1. [Luc. XXII, 19.]
  2. [Cf. I. Cor XI, 25.]