Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/316

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
doctrin ar guir gristen.

Jesus-Christ penos e c’hobtenimp quement a c’houlennimp digant e Dad en e hano ? Quidquid petieritis Patrem in nomine meo, dabit vobis [1]. An Tad eternel, eme sant Cyprien, a anavezo hac a exauço peden e Vab pehini a zo ive hon redemptor benniguet hac hon alvocad carantezus [2]. Evel-se, sant Thomas a lavar penos ne recitomp jamæs ar Bater hep tenna ur profit-bras anezi, mar e leveromp gant attantion ha gant ur galon distag eus ar pec’het [3].

II. Jesus-Christ a zesq deomp er Bater quement a ellomp da zezirout ha da c’houlen diganthan gant ræson : piou a dle anaout-guel eguet hor Zalver penos e d[l]eomp pedi ha petra a dleomp da c’houlen ? Piou en devize credet guervel Doue e Dad, ma n’en devize hor Zalver er gourc’he-mennet deomp, evit desqui deomp e tleomp caout ar memes fizianç e Doue, evel ur c’hrouadur en e Dad ? Ar Bater, eme Dertulien, a zo an abrege eus an Aviel, hac eus a guement-so en Testamant ancien hac en ini nevez [4]. Necesser e oa, eme sant Cyprien [5], e teuje an ini a dle rei deomp bues ar c’hraç, e calite a Zalver, da zesqui deomp, evel mæstr cœlestiel, ar fæçon da bedi erfad ; e furnez divin a zeu d’en em zisquez, en urs, en douçter, en ners hac er sclerder eus ar beden-ma.

III. O veza ma zomp fragil ha sujet da gals a infirmiteou, an oræson-ma a zo ber hac æz da zesqui, evit ma recevimp-oll digant Doue prontoc’h sicour, oc’h e lavaret liessoc’h ha devotoc’h aze. Æz eo da entent, abalamour ma en deus hor Zalver e c’homposet evit an oll generalamant. Dre’r beden-ma e veulomp Doue, en ur faæçon

  1. [Joan. XV, 16 ; XVI, 23.]
  2. [Cypr., De Orat. dom., 3.]
  3. [Tho. Aq., Expos. in Orat. dom. (dre vras).]
  4. [Tertul., De orat. 9.]
  5. [Cypr., ibid.]