Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxviij
goude ar gommunion.

scuillet hoc’h oll goad evidon var ar groas : bemdez en em roit d’în antieramant er sacramant adorabl eus an auter, a ne dê quet eta just, en em offren deoc’h ive antieramant ? Na rit istim-ebet eus ar pez a allan da rei deoc’h hepdon : n’hoc’h eus ezom-ebet eus va frezanchou ha ne c’houlennit nemedon : rac-se, ô va Doue , en em roan deoc’h antieramant gant joa, evit biquen hac hep partach-ebet ! Recevit, me ho ped, dre hoc’h ano santel, recevit, va Doue , mar plich gueneoc’h, recevit va speret ba va c’halon, va c’horf ha va ene ; recevit va memor, va ententamant ha va oll bolontez ! o lezel a ran, absoluamant ha da jamæs, en ho disposition ! Ia, va Doue, dispo-sit ac’hanon hac eus a guement a aparchant ouzin evel ma pligeo gueneoc’h ! roit d’în ho carantez hac no craç, ô Jesus ; ne c’houlennan quen tra ouzoc’h : gant quemen-se e vezin pinvidic aoualc’h !

Aroc sortial eus an ilis, considerit pere eo ar graçou particulier a bere hoc’h eus muia ezom. Oll hon deus ur c’hostez sempl, ha pep-unan ac’hanomp a lavar : mar n’am bize quet an tech fall-se, e vijen deut prest-aoualc’h a ben eus va defautou-all ; goulennit eta ar chraç d’e drec’hi, ha recommemdit ive da Zoue ho nessa, ispicial ar re evit pere hoc’h eus obligation da bedi. Possedi a rit en ho calon ar zourcen eus an oll graçou, mæstr an oll donæsonou parfet : goulennit hac e receffot !…

DOCTRIN