Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/324

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
doctrin ar guir gristen.

enori Doue, eo en dishenori a reomp ; henvel omp neuse ous a ur c’hrouadur dinatur pehini, en ur squei e dad hac oc’h e gaquetal, a lavar er c’har e-unan hac e fell dezan e ve caret hac istimet gant an oll. Bevomp eta mâd hon-unan ha roomp exempl-vâd d’ar re-all : hent ar barados, eme ar Speret Santel, a zo hir ha diæz da zesqui dre gomzou, mæs ber eo hac æz da zesqui dre’n exemplou-mâd [1]. An oll gristenien a dle beza c’hüez-vâd hor Zalver Jesus-Christ, eme an abostol, ha servichout da c’houlou, da squêr ha da exempl, an eil d’eguile : Christi bonus odor sumus [2]. Simplicien, guir vignon sant Augustin, er c’honvertissas en ur rei dezan evit exempl Victorin pehini a oa un den savant, mæs ive un den debauchet evelthan, aroc e gonversion [3]. Sant Augustin o consideri en devoa renoncet d’e zizurzou, evit en em rei oll d’ar binigen, a lavaras ennan e-unan : perac ne allin-me quet ober ar pez a ra ar re-ma, hac ar re-hont ? Cur non potero quod isti et istæ ? [4] Hon nessa, oc’h hor guelet oc’h ober ar mâd, a lavaro ive : perac ne ran-me quet ar pez a velan ar re-all oc’h ober ? hac evel-se e teuï da santifia an hano a Zoue assamblez gueneomp, ha cetu ar pez a c’houlennomp er Bater pa leveromp : hoc’h hano bezet santifiet.

eil goulen.
Ho rouantelez roit deomp.

Petra c’houlennomp-nî dre’r c’homzou-ma : ho rouantelez roit deornp ? Gant pe seurt dispo-sitionou e tleomp-nî goulen digant Doue e rouantelez ?

  1. [L. Æn. Seneca (neket ar Speret Santel !), Epist. ad Lucil., VI, 5 : longum iter est per præcepta, breve et efficax per exempla.]
  2. [II. Cor. II, 15.]
  3. [Gw. Aug., Confess., VIII, 5.]
  4. [Ibid., VIII, 12.]