Autrou Doue, petra en devoa da c’hourc’hemenni dezan : Domine, quid vis me facere ? [1] Ha caret a rit-hu ober bolontez an Autrou Doue, da lavaret eo, ha caret a rit-hu conformi ho buez da vaximou e Aviel ha d’e c’hourc’hemennou ? Allas, guelit gant pebes yenien e rit ho pedennou, e c’hasistit en ofiç divin, e tostait ous no sacramanchou, hac en em acquitit eus hoc’h-oll deveriou e quêver Doue, e quêver ho nessa, hac en hoc’h andret hoc’h-unan ?… Goulennit pardon ous Doue : pedit-ên da douch ho calon ; da rei deoc’h ar c’hraç da gonformi ho bolontez d’e ini ; ha dâ guerzet gant hast ha gant joa, evel ar roue David, en hent eus e c’hourc’hemennou divin : viam mandatorum tuorum cucurri, cùm dilatâsti cor meum. [2]
Ar bara pemdeziec eo an traou a bere hon deus ezom quen evit hor c’horf, quen evit hon ene. Goude beza goulennet gloar Doue el loden guenta eus ar Bater, e c’boulennomp en eil loden hon ezomou hon-unan… Guelomp eta petra c’houlennomp dre’r c’homzou- ma : roit deomp hirio hor bara pemdeziec, ha petra sinifi pep-unan anezo.
I. Dre’r c’homzou-ma : roit deomp hirio hor bara pemdeziec, e c’houlennomp digant Doue ar pez so necesser evit hor c’horf hac evit hon ene… Evit hor c’horf eo necesser deomp caout peadra d’en em vaga ha d’en em visca : cetu a ze an traou temporel a bere hon deus ezom, ha pere a