Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/337

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
305
teirvet loden.

mer netra evit en em zouten, evel-se ive e c’heller gant ræson dizesperi eus a silvidiguez an dud pere ne glevomp mui, h ne fell mui dezo clêvet comzou Doue. Evit caout ed e renquer hada, hac evit ober frouez-mâd a silvidiguez e renquer receo comzou Doue pere so, eme hor Zalver, un had mysterius : semen est verbum Dei [1]. Comzou Doue so ur sclerigen a behini hon deus ezom evit mont eus ar vro estranjour-ma da rouantelez an êe pehini eo bor guir-vro : lucerna pedibus meis verbum tuum et lumen semitis meis [2]. Ar gommunion santel pehini-so ive magadurez hon ene, a ro deomp an ners hac ar gourach a bere hon deus ezom evit en em zavetei : Dominus fortitudo mea et salus mea [3]. Hor Zalver a lavar e unan en e Aviel, penos ez-eo ar bara beo disquennet eus an êe, ha penos an ini a zebr ar bara-se a vevo eternelamant : ego sum panis vivus qui de cœlo descendi ; si quis manducaverit ex hoc pane vivet in æternum [4]. Er guervel a reomp hor bara pemdeziec evit diou ræson : da guenta, abalamour ma’z-eo offret bemdez evidomp er sacrifiç santel eus an oferen, ha d’an eil abalamour ma tleomp e receo bemdez dre zezir pe en effet, o veva-mâd avoalc’h evit-se.

II. Petra sinifi pep-unan eus ar c’homzou-ma : roit deomp hirio hor hara pemdeziec ? Roit : dre’r goms-ma e c’hanavezomp Doue evit mæstr absolu ha guir zourcen eus an oll vadou, quen spirituel, quen temporel. Digant Doue bon deus recevet ar vuez : ipse fecit nos [5]. Ne allomp chom beo nemet dre e sicour : ipse supponit manum suam [6] ; nac ober netra evit an êe nemet dre c’hrac ha dre sicour Doue : sine me nihil potestis facere [7].

  1. [Luc. VIII, 11.]
  2. [Ps. CXVIII, 105.]
  3. [Habac. III, 19.]
  4. [Joan. VI, 51.]
  5. [Ps. XCIX, 3.]
  6. [Cf. Ps. XXXVI, 24.]
  7. [Joan. XV, 5.]