ceo, tec’het ; da c’houzout eo, credi an oll articlou eus ar feiz hac an oll guirionezou a bropos deomp hor mam santel an Ilis da gredi ; ober ar pez a zo gourc’hemennet deomp gant Doue ha gant e Ilis ; goulen ar pez a zo comprenet er Bater hac en Ave ; receo ar sacramanchou ; tec’het diouz ar guir drouc pehini eo ar pec’het : ac’hano pemp quevren, pe autramant pemp loden, pere a rai ar partach eus al levr-ma, var behini e pedomp an Autrou Doue da scuilla e venediction. An den a ell parlant, mæs na ell quet rei ar speret necesser evit compren ar pez a lavar : mad-bras e c’hall beza e gomzou, mæs ma na barlantit hoc’h-unan , ô va Doue ! ne dômont quet ar galon ; preseg a ell ar mysteriou, mæs c’hui a ro da entent ar pez a zo enno cuzet ; publia a ra ho gourc’hemennou, mæs c’hui a zicour o fratica ; disquez a ra hent an êe, mæs c’hui eo a ro an nerz da guerzet ennan ; doura-mad a ra ar vezen, mæs c’hui eo a ra dezi douguen frouez : parlantit eta, va Doue, rac ho comzou a ro ar vuez eternel !
Beza ez eus un Doue : an êe, an douar, ar mor ha quement so en-dro deomp hac ennomp hon-unan, a barlant deomp sclear avoalc’h eus ar virionez-ma.
1. An artisan a vez anavezet eus e labour, evel ar vezen eus he frouez ; hoguen, m’er goulen ouzoc’h, piou nemet Doue en deus gallet croui an êe, an douar hac ar mor ? piou ell cundui an heaul dre’n hent a heuill bemdez hep an disterra