Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/340

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308
doctrin ar guir gristen.

Speret Santel : si non dimiseritis hominibus, nec Pater vester dimittet vobis peccata vestra [1]. Mæs, allas ! cals a ræsoniou faus a gav un darn-vras a dud evit chom hep pardoni.

Diæz eo d’în, eme c’hui, pardoni un den pehini-so pen-caus eus ar c’holl am eus græt eus va brud-vâd hac eus va madou. Ia, diæz eo pardoni ; mæs considerit ar gundu a Zoue pehini a laca an heaul da sevel var ar re-fall evel var ar re-vâd, ha bezit parfet, eme hor Zalver, evel ma’z eo parfet ho Tad pehini-so en êe [2]. Ma na garit nemet ar re ho car, pe seurt milit hoc’h eus-hu, eme an Aviel, ar bayanet ha ne reont-y quet quement-all ? nonne et ethnici hoc faciunt ? Ped guech eta, a c’houlen certen tud, e renquin-me pardoni d’am breur e offançou ? Seiz guech ? Quoties peccabit in me frater meus, et dimittam ei ? Septiès ? Ne lavaran quet deoc’h seiz guech, eme hor Zalver, mæs dec guech ha tri-uguent seiz guech, da lavaret eo, ato, evit ma viot ive ato pardonet gant Doue : non dico tibi septiès, sed septuagiès septiès [3]. Pardoni a ran, eme c’hui, mæs ne fell quet d’in parlant ous an ini en deus va offancet, na memes e velet : laquit evez-mâd , rac Doue a rai deoc’h evel ho pezo græt d’ho nessa : sic Pater meus cœlestis faciet vobis, si non remiseritis fratri suo unusquisque de cordibus vestris [4]. Cassoni, yenien hoc’h eus outhan : Doue en devézo ive cassoni ha yenien ouzoc’h. Seblantout a rit lavaret da Zoue dre ho cundu : va Doue, ne fell quet d’în pardoni va adversourien, evel-se n’am fardonit quet ive… Horrupla peden !… Obliget omp eta da bardoni, mar fell deomp beza pardonet hon-unan : an obligation-ma so fontet var ar

  1. [Matth. VI, 14-15 ; Marc. XI, 26.]
  2. [Matth. V, 45-48.]
  3. [Matth. XVIII, 21-22.]
  4. [Matth. XVIII, 35.]