Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/344

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312
doctrin ar guir gristen.

ne fell dezan nemet amprou hor vertus, evit rei deomp leac’h da anaout hor zempladurez, da c’houlen e zicour, d’en em burifia muioc’h mui ha da vilitout dirazan, abalamour d’hor fidelite : sed faciet etiam cum tentatione proventum [1]. An dud just a vez amprouet dre’n dentation evel an aour dre’n tân : quasi aurum in fornace probavit electos Dominus [2]. Ne c’houlennomp quet eta digant Doue beza dilivret eus a bep seurt tentation, pa’z-eo guir penos hor buez a zo ur brezel continuel, ha penos ne vezo curunet en êe, nemet ar re o devezo brezellequeet-mâd : non coronabitur nisi qui legitimè certaverit [3] ; mæs pedi a dleomp Doue d’hor præservi diouz an tentationou-se pere a alfe beza noazus d’hor silvidiguez, pe da rei deomp en e vadelez, graçou nerzus avoalc’h evit o zrec’hi. Mæs evit receo ar graçou precius-ma, e tleomp ober hon oll bossubl evit non pas beza tentet, pe evit enebi oc’h an dentation.

II. Aroc an dentation e tleomp beilla, pedi ha dihoal diouz an diegui ha diouz ar goal occasion. Beilla ha pedi : hor Zalver eo a recommande quemen-ma d’e ebestel : beillit, emezan, ha pedit, gant aon ne antreac’h e tentation, rac ar speret a so pront hac ar c’hic a so fragil [4]. Beillomp eta var hor zongesonou, hor c’homzou hac hon oberou. Ur zonch a so ur pas varzu ar mâd pe an drouc, hervez ma’z-eo mad pe fall ar zonch a so en hor speret : ur fulen eo, pehini a ell beza util pe noazus ; mougomp eta rac-eon, ar zonch pe ar mouvamant hon doug varzu an drouc. Hor c’homzou a ro da anaout deomp hon-unan ha d’ar re-all, piou ez-omp en effet : rac ar gui-

  1. [I. Cor. X, 13.]
  2. [Sap. III, 6.]
  3. [II. Tim. II, 5.]
  4. [Matth. XXVI, 41.]