Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/352

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
320
doctrin ar guir gristen.

da lavaret eo, accordit deomp, ô va Doue, quement en deus desquet deomp ho Mab divin da c’houlen diganeoc’h : Amen.




VAR AN AVE MARIA.
————

Perac e leverer an Ave, Maria goude ar Bater ? Ped loden-so en Ave, Maria ? Petra sinifi ar c’homzou a bere eo composet ?

I. Varlerc’h ar Bater e leveromp neuse-souden an Ave, Maria, evit disquez penos, goude Doue, e tleomp , dreist an oll zænt hac an oll ælez, enori ar Verc’hes Vari ha caout recours d’he frotection. An enor quenta pehini-so un enor souveren, un homach a adoration, cultus latriæ a so dleet da Zoue hepquen ; an eil enor pehiui-so un enor a respet, huelloc’h eguet an enor a rentomp d’ar zænt ha d’an ælez, cultus hyperduliæ, a zo dleet d’ar Verc’hes sacr, o veza ma’z-eo mam da Zoue, pa’z-eo mam da Jesus-Christ, guir Doue ha guir den, hac o veza ma’z-eo ar burra hac ar barfetta eus an oll dud crouet : an drede enor pehini-so simplamant un enor a respet, cultus duliæ, a so dleet d’ar zænt ha d’an ælez, o veza ma zint mignonet da Zoue ha deomp hon-unan, ha ma c’hintercedont evidomp ebars en êe. Lavaret a reomp c’hoas an Ave, Maria varlerc’h ar Bater, evit disquez e fell deomp en em recommandi da Jesus dre e vam, evel ma zomp en em recommandet da Zoue dre hor Zalver Jesus : per Mariam itur ad Jesum, sicut per Jesum ad Deum [1]. Goude ar Bater e leveromp ive an

  1. [Ger-stur s. Loeiz-Vari Grignion a Voñforzh (a-hervez ; n'ema ket ebarzh en e oberennoù).]