En eil loden pehini-so ul loden a action a c’hraç, santes Elizabeth a lavaras dre inspiration Doue, d’ar Vcrc’hes Vari pa deuas d’he bizita : ha henniguet eo ar frouez a zouguit : et benedictus fructus ventris tui. Ar c’homzou-ma a lavaras dre inspiration, rac ne ouie quet e oa concevet hor Zalver e corf sacr he c’hininterv ar Verc’hes Vari. Ia, ar frouezen-ma a zo benniguet, pa ê guir penos ez-eo ar zourcen eus an oll benedictionou : ar frouezen-ma, douguet e corf ar Verc’hes sacr, eo a ra da sant Ian-Badezour tridal gant ar joa en intraillou santez Elizabeth, e vam, er moment ma teu an diou guininterv d’en em zaludi : ar frouezen-ma eo ar Messi prometet abaoue commançamant ar bed , pehini a deu da zistrugea rên ar pec’het ha da lacat en e blaç ar rên eus e justiç : ar frouezen-ma eo an ini a dle rei deomp ar vuez spirituel er bed-ma, hac ar vuez eternel er bed-all. Santes Elizabeth a gompren-mâd an oll guirionezou-ma hac a veul e-unan he Redemptor divin en ur lavaret : benniguet, anavezet, caret hac adoret ra vezo gant an oll ar frouez a zouguit : benedictus fructus ventris tui ! Ar Verc’hes Vari leun a joa, hac inspiret ive gant ar Speret Santel, a gomposas var an heur ar c’hantic caër eus ar Magnificat [1] : ô va ene, emezi, rentit gloar ha meuleudiou da Zoue, abalamour ma’z-eo bet plijet gant an ini a zo oll-galloudec ha santel e hano, ober burzudou quer-bras em andret!... Pa’z-eo eus ar frouez e c’hanavezer ar vezen, o consideri ar vadelez en deus hor Zalver d’en em ober den evidomp, hac ar bonor e deus ar Verc’hes sacr da veza an instrumant eürus a behini en em zervich, meulomp as-
- ↑ [Luc. I, 46-55.]