Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/356

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
324
doctrin ar guir gristen.

samblez ar Mab hac ar Vam, ha leveromp gant santes Elizabeth : benniguet, meulet, caret hac adoret, ra vezo, Guerc’hes sacr, ar frouez a zouguit ! benniguet ha meulet ra viot hoc’h-unan, abalamour d’ar pers-bras hoc’h eus bet e redemption ar bed-oll !

En deirvet loden, an Ilis a lavar : Santes Mari, mam da Zoue, pedit evidomp-nî pec’herien, brema hac en heur eus hor maro !

Santes : ar verc’hes sacr a zo santel dreist an oll zænt hac an oll zantezet-all : ar zænt a zo bet concevet er pec’het originel, ar Verc’hes sacr hepquen a zo bet præservet eus ar pec’het-ma ; na zeree quet en effet e vize templ ar Speret Santel souillet da guenta dre’r speret impur : rouanez ar zænt hac an ælez na dleïe quet beza izelloc’h evitho e graç hac e santelez, hac evel ma’z-eo certen penos an den quenta hac an æl quenta a zo bet crouet en ur stad a justiç hac ar zantelez, o rouanez na dle quet beza bet concevet er pec’het : houma eo doctrin an Ilis universel : sic piè docuit et credidit Ecclesia [1] ; ar zænt, concevet ha ganet er pec’het, a gomet c’hoas en o buez, da viana cals a imperfectionou : septiès cadet justus et resurget [2] ; ar Verc’hes Vari hepquen ne deus biscoas cometet an disterra imperfection : tota pulchra es, amica mea, et macula non est in te ; beza ez-eo eta santel dreist an oll zænt-all hac ar burra eus ar grouadurien : vertuziou ha militou ar zænt ne dint casi netra comparachet gant vertuziou ha militou ar Verc’hes sacr : multæ filiæ congregaverunt divitias, tu supergressa es universas [3].

Mari, a sinifi stereden : ama eta var ar mor

  1. [Lavar boutin.]
  2. [Prov. XXIV, 16.]
  3. [Prov. XXXI, 29.]