c’hec’huo evidomp an amzer hac e commanço an eternite : en heur-se e pehini e cresco arrach an drouc-sperejou en hon enep : en heur-se e pehini eus a guement hon devezo possedet, ne chomo gueneomp netra nemet ar bez : en heur-se e pehini an niver hac ar grevustet eus hor pec’hejou a drufullo quement ac’hanomp, ma teuimp da veza evel insupportabl deomp hon-unan : neuse e velimp sclær ar pec’hejou hon devezo desiret hac ar re hon devezo cometet ha bet caus d’ar re-all da gometi : guelet a raimp eus a ur c’hostez hor pec’hejou public ha scandalus, hac eus a ur c’hostez-all hor pec’hejou secret ha goloet. Hor spount a gresco o velet an êe azioc’h hor pen hac an ifern dindan hon treid, epad ma lacaï ar barner souveren hon oll œuvrou-mâd ha fall er valanç eus e justiç. O Doue, petra raimp-nî neuse ? da biou hor bezomp-nî recours ? Guerc’hes sacr, c’hui a c’halvin d’am sicour : ad te clamabo, Domina mea, tu eris auxilium meum ! [1] Va daoulagad anter-serret gant ar maro, a laquin c’hoas da bara var hoc’h imach santel : va galloud a rin neuse c’hoas evit prononç hoc’h hano hac hano va Zalver Jesus, ha dont a reot, evel ur vam-vâd, da ziguemeret va ene : et obviabit illi quasi mater honorificata [2] ; ia, Guerc’hes santel, adressi a reot d’în, en ho madelez, ar c’homzou consolant-ma : va zaludet hoc’h eus quellies a vech evel ho mam, ave, ma teuan ive d’ho saludi evel va mab : va guervel a reac’h stereden ar mor, Maria, deut eta assamblez gueneen, me fell d’în ho cundui d’ar pors eus ar silvidiguez : lavaret a reac’h ive e voan leun a c’hras : gratiâ plena ; recevit eta diganêen ul loden eus ar graçou am
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/359
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
327
teirvet loden.