Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
doctrin ar guir gristen.


diouall diouz pep goal accidant. Hon daoulagad a zo laqueet gant ar Brovidanç en ur plaç huel, evit gallout, evel diou zantinel, hon avertissa e poent eus a guement a alfe noazout deomp. Ne velomp nemet gant ur poëntic bian eus hon lagad, hac ar poëntic-se a so bras avoalc’h evit ma velomp en dro deomp ha pell diouzomp : hon ene a zo crouet gant Doue hervez e imach hac e henvelediguez; n’en dê quet infinimant parfet evel-t-an, mæs evel-t-an ez-eo ur speret ; evel-t-an, hervez e c’hondition, eo capabl da anaout, da garet, da gaout memor ; evel-t-an ez-eo immortel !… O va Doue, c’hui a zo admirabl en ho c’holl œuvrou ! laqueet hoc’h eus varnomp oll ar merq hac ar c’hachet eus hoc’h oll galloud ! Signatum est super nos lumen vultûs tui, Domine ! [1] Quement tra so er bed, hoc’h eus crouet evit an den, hac an den hoc’h eus crouet evidoc’h, ha na ell caout peoc’h na repos-ebet nemet ennoc’h, ô va Doue ! grit eta, ô va mæstr souveren, ma en em zervichin eus an oll draou crouet, evel eus a guellies a bagen evit sevel varzu-hac-ennoc’h ! Admira a ran ar mor a behini ne allan quet tizout ar goëled ; an douar a flastran gant va zreid a velan goloet a broductionou ar re gaëra, a vadou ar re breciussa ; ne gomprenan quet an huelder nac ar vajeste eus an astrou a ruill a-zioc’h va fen ; mæs lavaret a reont d’in evel da zant Augustin [2] : caër e cavit ac’hanomp, ha caër omp en effet ; non pas evidomp hon-unan, nac evit ma teuot da staga ho calon ouzimp ; mæs evit ho touguen da garet Doue pehini en deus hor c’hrouet evidoc’h hac evit ho silvidiguez !!!

  1. [Ps. IV, 7.]
  2. [Gw. Aug., Serm. de temp., CCXLI (Tempore paschali, XII : De Resurrectione corporum), II, 2.]