eus recevet va-unan : an Autrou Doue so gueneoc’h, eme c’hui, Dominus tecum ; gueneoc’h-hu e vezo ive, rac n’ho quitain mui ; deut eo ar moment evit pehini ho poa ispicial va fedet, moment ar maro : ho Salver pehini hoc’h eus meulet ive quellies a vech, benedictus fructus ventris tui, ho calv hac a lavar deoc’h : quemerit courach, servicher-mâd, antreit e joa ho mæstr !... Amen : evel-se bezet græt ! ra viot meulet Guerc’hes sacr ! meulet ra vezo ive ar frouez hoc’h eus douguet, hor Zalver Jesus-Christ ! A vrema da jamæs !!!
Aurietis aquas in gaudio de fontibus Salyatoris.
Tenna a reot dour gant joa eus a feunteuniou hor Zalver, Isaï, c. 12, 3.
Ar feunteuniou-se eus a bere e tleomp tostaat gant joa eo ar sacramanchou, hac an dour a dleomp da denna anezo eo graçou an Autrou Doue. Er zourcennou divin-ma eo e cavimp an ners, ar gourach hac ar sicourou a bere hon deus ezom evit en em zavetei. Descomp eta o anaout mâd, hac ive anaout an dispositionou requis evit o receo evel ma eo dleet.