Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/362

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330
doctrin ar guir gristen.

ha divinite hor Zalver Jesus, e pere eo cenchet ar bara hac ar guin-se dre’r gonsecration, a zo traou pere na eller, na da velet na da glêvet… Er sacramant a binigen, coëssion ha daêlou ar bænitant, ar c’homzoù a brononç ar belec o rei dezan an absolven, a zo traou pere a veler pe a glêver ; mæs ar vadelez a Zoue pehini a receo ar pec’her, e c’hraç pehini a effaç e oll bechejou, a zo traou pere ne veler na ne glêver… En nouen, an oleo sacr a frot ar belec ous a vemprou an den ciân, ar c’homzou a brononç en ur rei ar sacramant-ma, a zo oll traou pere a veler pe a glêver ; mæs ne dint nemet sinou sclær eus a c’hraçou Doue, pere, en ur antren en ene an ini clân, a effaç enni ar rest eus ar pec’hejou, ha memes ar pec’hejou, mar chom c’hoas unan-hennac da effaci, a burifi an ene, he c’honsol, a gresq he ners a-enep an drouc-speret hac a-enep ar spount rac ar maro… Er sacramant a urz, an escop oc’h asten e zaouarn azioc’h pen ar re a receo an urzou-sacr, o pedi evitho, o rei dezo da douch ar vessel sacr, quemen-se oll a zo traou pere a veler pe a glêver ; mæs ne veler na ne glêver ar graçou hac ar galloud a receo er moment-se ar veleyen nevez… Er sacramant a briedelez, ar belec oc’h interrogi ar re a zemez, ar gonsantamant a ro ar re-ma, ar c’homzou a vez prononcet evit o unissa assamblez, a zo traou pere a veler pe a glêvcr ; mæs ne veler quet ar graçou a receo digant Doue ar priejou nevez, evit en em zantifia er stad e pehini e c’hantreont… Evel-se ar mercou exterior a annonç præsanç a c’hraç, evel ma c’hanonce guechal remuamant an dour ê piscin Siloë præsanç an æl [1], hac ar sacramanchou o deus ar vertus da brodui

  1. [Cf. Joan. V, 4.]