Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/367

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
335
pedervet loden.


ritis peccata, remittunlur eis, et quorum retinueritis, retenta sunt [1]… O veza roet dezo ar galloud da gonsacri e gorf hac e voad, ha da effaci ar pec’hejou, potestas juris, e roas ive dezo ar galloud a juridiction, potestas juridictionis, en amzer ma c’haparissas dirazo var ur menez a C’halilee, ha ma lavaras dezo : pep galloud a zo roet d’în en êe ha var an douar evet ma zoun digacet gant va Zad, me ive ho caç : iit, instruit an oll nationou eus ar bed ; badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel [2] : desguit-mâd dezo miret quement am eus gourc’hemennet deoc’h : petra-bennac ma pignan en êe, me chomo gueneoc’h var an douar betec fin ar bed, dre va fresanç er sacramant sacr ha dre’n azistanç eus va graç. Ne dê quet eta avoalc’h beza belec, ret eo beza aprouet, evit gallout coës, rei ar sacramanchou ha breseg comzou Doue. Ar c’hoëssour a exerç ar fonction a varner, hoguen , ur barner n’en deus guir na juridiction, nemet er c’hanton pe er vro merquet dezan, dre lizerou ar prinç ; er memes trâ, ar belec n’en deus guir ha juridiction nemet el leac’h ma vez cacet gant e escop, nac an escop nemet el leac’h ma vez cacet gant ar pap : quemen-ma a ro da anaout e oa fall ar veleyen digacet er parreziou gant an nation, evel ma oa fall an esquibien pere ne vizent quet ive digacet en o escoptiou gant ar pap… Ar briedelez a zo bet instituet gant Doue abaoue commançamant ar bed, hac a zo deut da veza unan eus a sacramanchou al lezen nevez, abaoue eured Cana, e Galilee, eme ar c’honcil a Ephez, abalamour ma e c’hazistas hor Zalver en eured-ma ha ma roas e-unan dezi e venediction : eisque benedixit [3].

  1. [Joan. XX, 22.]
  2. [Matth. XXVIII, 18-20.]
  3. [Cf. Epist. III. s. Cyril. Alex. ad Nestorium (Cum Salvator noster…), inter Acta Concil. Ephes. (in fine).]