Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/369

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
337
pedervet loden.

sacramanchou a so evel trôniou a drugarez savet gant hor Zalver er guir Ilis ; deomp eta gant fizianç varzu enno evit caout ar pardon eus hor pec’hejou : adeamus ergò cum fiducia ad thronum gratiæ, ut misericordiam consequamur [1]. Beza ez int evel bagou precius laqueet gant Doue var ar mor rust eus ar bed ; en em dennomp eta enno evit gallout erruout eurusamant er pors eus bor zilvidiguez : beza ez int feunteuniou mysterius ; tennomp eta alies anezo ar dour a ro ar vuez eternel !!!




SACRAMANT AR VADIZIANT.


Petra eo ar vadiziant ? Da betra hon oblich ? Necesser eo e receo ? Piou a ell e rei, p’heur hac e pe fæçon ?

I. Petra eo ar vadiziant ? Ar vadiziant a zo ur sacramant pehini a effaç ar pec’het originel hac an oll bec’hejou-all, couls hac ar poaniou eternel ba temporel dleet dezo, hac hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis. Ur sacramant : da lavaret eo, ur sîn sansibl eus a ur c’hraç invisibl : evel-se, er memes amzer ma velc’h an dour pen ar c’hrouadur visiblamant, graç Jesus-Christ, er guelc’h interioramant en ur fæçon invisibl, eus ar pec’het originel a behini ez-omp oll coupabl dre zizoboissanç Adam. M’en devize sentet non tad quenta, ne vezimp quet bet sujet da viseriou ar vuez-ma na d’ar maro, pere ne zint, evel a lavar an abostol, nemet ar beamant dleet d’ar pec’het : stipienda [sic] peccati mors [2] ; mæs o veza m’en deus dizentet, ar bunition eus e bec’het a bouëz hac a

15

  1. [Heb. IV, 16.]
  2. [Rom. VI, 23.]