Doue a zo ur speret infinimant parfet pehini en deus crouet pep tra hac a c’houarn pep tra dre e brovidanç divin.
I. Doue a zo ur speret, rac n’en deus na corf na liou, ha n’ell beza tizet gant nicun eus hor squianchou naturel. Pa barlant ar Scritur eus a zaoulagad, a zaouarn hac eus a dreid an Autrou Doue, n’er gra nemet evit en em rei guelloc’h deomp da entent ; mar repræsanter an Tad eternel evel un den coz, n’er grear nemet evit digaç deomp da zonch penos ema a bep eternite. Mar repraesanter ive ar Mab etre divrec’h e Dad, pe evel un den samet eus e groas, n’er grear nemet evit rei deomp da gompren, penos Jesus-Christ, Doue a bep eternite evel e Dad, en deus bet evel den ur gommançamant ha douguet e groas evit hor prêna eus a gaptivite ar pec’het. Ar Speret Santel a vez repræsantet dindan furm ur goulm, abalamour ma tisquennas dindan ar furm-se var ben hor Zalver, en deiz ma recevas ar vadiziant ebarz ê rifyer Jourden, digant sant Yan, e brecursor [1].
II. Infinimant parfet, abalamour m’en deus an oll berfectionou ha ma’z-int oll infinit, da lavaret eo hep muzul na fin-ebet. Ur berfection a zo un dra-vad, hac an imperfection a zo un dra fall da gaout. Doue en deus an oll berfectionou possubl, hep an disterra imperfection. Impossubl eo parlant ama eus a oll berfectionou Doue; cetu ama hepquen un darn-vian-anezo... Doue a zo eternel ; da c’houzout eo penos n’en deus bet biscoas
- ↑ [Gw. Matth. III, 13-17 ; Marc. I, 9-11 ; Luc. III, 21-22.]