bouëzo var e vugale betec fin ar bed : evel-se e veler a vechou ur roue oc’h exila ur famill abalamour da grim pe da dorfet unan-bennac anezi.
Pehini a effaç ar pechet originel : hennez eo effet quenta ar vadiziant. Bugale malurus da un tad coupabl, hac hæritourien d’e bec’het, ez omp-oll, dre natur, bugale a goler : filii iræ [1] ; mæs ar vadiziant a ro deomp ur vuez nevez, ur vuez spirituel, agreabl da Zoue pehini a deu neuse d’hon adopti evit e vugale. O pebes madelez eus e bers ! ô pebes enor evidomp-nî, beza galvet, ha beza en effet bugale da Zoue ! Videte qualem charitatem dedit nobis Pater, ut filii Dei nominemur et sumus ! [2]
Hac ar pec’hejou-all, couls hac ar poaniou eternel ha temporel : cetu aze an diffaranç-so etre ar zacramant a binigen ha sacramant ar vadiziant : ar sacramant a binigen ne ra peurvuia nemet cench ar poaniou eternel e poaniou temporel ; eleac’h sacramant ar vadiziant a effaç assamblez ar pec’het originel hac an oll bec’hejou actuel, pa vez recevet goude an usach a ræson, couls hac an oll boaniou eternel ha temporel dleet d’hor pec’hejou ; n’en deus, eme an abostol, daonation-ebet evit ar re a zo er stad eürus eus a garantez parfet hor Zalver Jesus-Christ : nihil damnationis est in his qui sunt in Christo Jesu [3]. Ne roer pinigen-ebet d’an dud nevez badezet, caout a dleont hepquen un instruction suffisant hac ur vuez-vâd, pe da viana ur cenchamant guirion a vuez, mar o devoa bevet fall diaguent.
Hac hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis, dre’r vuez nevez a recevomp : e consideration d’ar vuez spirituel-ma, Doue hor c’honsider evel e