Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/371

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
339
pedervet loden.

bobl particulier, vos populus meus [1] ; evel e vugale muia-caret, hic est filius meus dilectus [2] ; evel hæritourien da Zoue, hæredes quidem Dei [3] ; hac evel breudeur ha quen hæeritourien da Jesus-Christ, cohæredes autem Christi [4] ; evel e vemprou memes, ha templou beo ar Speret Santel, non solùm cohæredes, sed membra et templum Spiritus Sancti [5]. O pebes enor evit ur c’hristen ! mæs ive pebes confusion, dont gant titrou quer caër d’en em ruillal er fanq eus ar pec’het ! Disquiantet e credfemp ar brinces, pehini, o veza guisquet ha fichet-caër, en em daulfe , dre he faut, er fanq hac er vouillen : cetu aze cousgoude imach trist an den a gomet ar pec’het goude beza recevet ar vadiziant.

II. Da betra hon oblich ar vadiziant ? Da gredi e Jesus-Christ ; da heuill e lezen, e vaximou hac e exempl ; da renonç d’an drouc-speret, d’e œuvrou ha d’e bompou.

Credi e Jesus-Christ, eo credi penos Jesus-Christ a zo Doue ha den assamblez, Doue parfet ha den parfet : credi ar pez en deus discleriet en e Aviel, ha quement a zo proposet deomp gant an Ilis da gredi eus e bers… Heuill lezen Jesus-Christ eo miret e c’hourc’hemennou. En deiz eürus eus hor badiziant, er moment ma c’houlennemp ar feiz hac ar vuez eternel, ar belec a respontas deomp eus a bers Doue hac eus a bers e Ilis : mar fell deoc’h caout ar vuez eürus-se, mirit gourc’hemennou Doue… Heuill maximou Jesus-Christ eo heuill maximou e Aviel ; beza douç hac humbl a galon, caret ar baourentez, renta ar mâd evit an drouc, renonç deomp hon-unan ha douguen ar c’hroaziou a erru gueneomp, da

  1. [Cf. Lev. XXVI, 12.]
  2. [Matth. III, 17 ha XVII, 5 ; Marc. I, 11 ; Luc. IX, 35.]
  3. [Rom. VIII, 17.]
  4. [Ibid.]
  5. [Jo. Chrys., Epist. CXIX ad Theoph.]