Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/373

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
341
pedervet loden.

broas, nemet un dorridiguez da c’hourc’hemennou Doue : cœlestium inobedientia mandatorum [1]. Renoncet hon devoa da guemen-ma oll ; rac en deiz eürus eus hor badiziant, e voue tremenet evel ur c’hontrat mutuel etre Doue ha nî : Doue eus e gostez hon recevas en niver eus e vugale, hac a roas deomp e lezen hac e c’hraç gant promessa d’hon renta eternelamant eürus, mar bizemp fidel da viret e c’hourc’hemennou ; nî ive a brometas observi-mâd al lezen divin-se , ha querquent Doue a scrivas en êe, ar promessaou solanel-se pere a vezo præsantet deomp deiz hor maro, ha var bere e vezimp barnet… Doue eus e gostez a zo bet fidel d’e bromessa, recevet hon deus diganthan e lezen hac e c’hraç ; mæs, allas ! nî, petra hon deus-nî græt, siouas ? Toret hon deus e lezen santel ha collet e c’hraç dre hon dizoboissanç : ô pebes goaleur ! Pa glêvomp c’hoas ar vouez trugarezus a Zoue, ne galedomp quet hor c’halonou : nevezomp hirio, hac a amzer da amser, ar promessaou o devoa graet evidomp hor paëron hac hor maëronez en deiz caër eus hor badiziant.

III. Necesser eo ar vadiziant ? Ar vadiziant a zo absoluamant necesser evit beza salvet : ar re ne dint quet badezet, eme hor Zalver, ne allont quet antren e rouantelez an êe : nisi quis renatus fuerit ex aqua et Spiritu Sancto, non potest introire in regnum Dei [2]. Un articl a feiz eo penos ar vugale maro hep badiziant, ne jouissont quet eus ar guel a Zoue. Pebes motif, ispicial evit ar groaguez a zoug frouez, da lacat evez ouz ar goler, ar re-veïou , al lamou, ar gourmandis hac ous an oll draou-all pere a ell noazout da vuez ar frouez

  1. [Ambr., Expos. in Luc., V, 82.]
  2. [Joan. III, 5.]