An hæretiquet hac ar bayanet a ell badezi e cas a necessite, mar dint instruet-mâd , ha mar conformont o intantion da intantion an Ilis, rac ar sacramanchou a brodu ar c’hraç dreizo o-unan : evel-se ar c’hreunen a zivoan hac a brodu n’eus forç gant piou eo bet hadet. Un tad hac ur vam ne dleont quet badezi o c’hrouadur, nemet impossubl e vê caout nicun-all-ebet d’en ober, rac beza ez-eus un alianç pe ur guerentiach spirituel etre’r c’hrouadur hac an ini er badez ; etre’n ini en deus badezet ar c’hrouadur ha tad ha mam ar c’hrouadur; etre’r paëron, ar vaëronez hac ar c’hrouadur, hac ive e dad hac e vam ; an dud-ma, evit dimizi assamblez a renq caout dispanç digant an escop, pe an dimizi-so fall… An Ilis a c’houlen ma vezo roet d’ar c’hrouadur ur paëron hac ur vaëronez evit beza goarant penos e vezo fidel da bromessaou e vadiziant, evit digaç dezan da sonch anezo, e cas a ezom, hac evit e zicour d’o accomplissa. Ar paëron hac ar vaëronez en em c’hra cred pe gaution evit ar c’hrouadur ; hoguen, evel ne recever evit credtaat pe gautioni, en afferiou temporel, nemet an dud a vez solvabl, pe gapabl da bêa, evel-se ive ne dleer receo evit paëron ha maëronez nemet tud a zoujanç Doue hac instruet-mâd. Hervez ar c’honcil a Drant [1], ur paëron a so avoalc’h evit derc’hel ur mab ous badiziant, hac ur vaëronez evit derc’hel ur verq, mæs ur c’hustum meulabl eo, rei d’ar c’hrouadur ur paëron hac ur vaëronez.
V. Ar c’hrouadur a dle receo ar vadiziant quenta ma vez possubl : e guærent a bec’h hac a guëz, en escopti-ma, dindân sansuriou an Ilis, o chom dre o faut hac hep permission, ouspen
- ↑ [Concil. Trident., Sess. XXIV, cap. 2 ; Catech. Trident., II, c. 2, q. 29.]