Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/377

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
345
pedervet loden.

Mæs, eme ar belec, petra roï deoc’h-hu ar feiz-se pehini a c’houlennit ? Ar feiz-se, eme ar c’hrouadur, a roï d’în ar vuez eternel : vitam æternam. Mar fell deoc’h, a guntinu ar belec, caout ar vuez eternel, carit an Autrou ho Toue, eus a greiz ho calon, hac ho nessa eveldoc’h hoc’h-unan. Neuse goude beza roet dezan gourc’hemennou Doue evit reglen eus e vuez, e c’huez varnezan evit chasseal an drouc-speret dre vertus ar Speret Santel pehini-so hanvet er Scritur alan Doue [1] : furmi a ra ar groas en ur c’hueza evit disquez penos eo dre vilitou Jesus-Christ e renquer chasseal an drouc speret : evel-se Doue, dre e oll c’halloud a chasse an drouc speret dre ur c’hüezaden, evel ma laca an nerc’h da deuzi hac ar scorn, dre’n ezen eus e alan : flabit spiritus ejus et fluent aquæ [2]. Ober a ra sîn ar groas var dall ha var galon ar c’hrouadur : accipe signum crucis, tàm in fronte quàm in corde, evit disquez na dlê en em c’hlorifia nemet e croas hor Zalver Jesus-Christ, he c’haret ha lacat e fizianç enni. Un tamic holen a lequeer e guinou ar c’hrouadur evit sinifiout ar furnez hac ar goût evit an traou cœlestiel pere a c’houlen an Ilis evithan : rac, evel ma præserv an holen eus ar gorruption, evel-se ive ar furnez christen a bræserv eus ar pez a ell noazout da silvidiguez an den. Ar chroaziou hac an exorcismou a ra ar belec goude, a sinifi penos ar vadiziant a dên e oll ners hac e oll vertus eus a groas Jesus-Christ hac eus a vilitou e bassion. An drouc speret o veza evel-se chasseet, ar belec a gonvi ar c’hrouadur da antren e templ an Autrou Doue, e peleac’h e cavo ar vuez eternel : ingredere in templum Dei, ut habeas vi-

  1. [Cf. Gen. I, 2 ; ha lec’hioù all.]
  2. [Ps. CXLVII, 7.]