Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/380

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
348
doctrin ar guir gristen.

Autrou Doue. Evel ma chasse ar goulou tevaligen an nos ha ma tisquez an hent dre behini e tleer bale, evel-se ive an exempl-vâd a chasse tevaligen ar pec’het hac a zisquez an hent a gundu d’an êe ; hac evel ma chom hep mouvamant hac en ur stad a varo, ar c’horf querquent a ma’z-eo dispartiet eus an ene, evel-se ive an ene a chom en ur stad a varo querquent ama coll graç Doue a behini ar goulou-so an imach.

Ha ne zeblant quet deoc’h-hu guelet ar varn gristen-se a behini e vadezer ar c’hrouadur o chuntri he daouarn querquent a ma cleo an tauliou quenta eus ar c’hloc’h, hac he c’hlêvet o lavaret gant an Ilis : Te Deum laudamus ; ia, me ho meul, ô va Doue, hac ho trugarecâ eus a greiz va c’halon, da veza recevet va c’hrouadur en niver eus ho pugale ! O Doue mâd ! scrifet hoc’h eus e hano el levr a vuez : merquet hoc’h eus e blaç en ho barados : præparet hoc’h eus e gurunen ! Ar c’hrouadur paour-se, er moment ma oa sortiet eus va zy, a oa esclav d’an drouc speret ; mæs c’hui, va Doue, hoc’h eus toret chaden e esclavach, er guelc’het, er purifiet, er sanctifiet dre zour ar vadiziant ! un æl eta, ô va Doue, eo a recevin brema-souden etre va divrec’h ! Ia, va Doue, ho clevet a ran, gant diou-scouarn ar feiz, o lavaret d’în : ar c’hrouadur-ma a zo an objet eos va c’harantez hac ar prix eus va goad ; dihoallit-mâd anezan, hoc’h ene a responto evit e ini: hic est filius meus in quo mihi benè complacui [1]. Custodi virum istum… anima tua, pro anima illius [2].

  1. [Matth. XVII, 5.]
  2. [III. Reg. XX, 39.]