Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/383

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
351
pedervet loden.

bompou ha d’e œuvrou : me a brotest penos ez-eo da Jesus, eo e fell d’în beza fidel, penos ne fell d’în servicha nemethan, ha ne fell d’în beva na mervel nemet evithan. O Jesus, me c’houlen hac a esper ar c’hraç-se diganeoc’h, dre hoc’h hano santel ha dre’r militou itifinit eus ho passion hac eus ho maro ; dre bedennou galloudus ho mam santel, ar Verc’hes Vari ; dre bedennou ha dre sicourou va æl-mâd, va zant paëron, sænt patronet va farres ha va bro, an oll ælez, an oll zænt hac an oll zantezet eus ar barados pere a suplian da intercedi evidon dirac ho madelez infinit. Amen.


ACT A GONSECRATION D’AR VERC’HES.


Mam garantezus d’am Zalver, sicour ar gristenien, evel n’en deus biscoas clêvet ho pe abandonet nicun eus ar re a c’houlen hoc’h azistanç, em eus an hardizeguez d’en em bræzanti dirazoc’h evit implori ho trugarez : ama eta var va daoulin, e quichen ho treid, ô va mam santel, me ho salud, hoc’h enor hac ho choas hirio evit ar rouanez eus va c’halon, ar c’houarnerez eus va buez, va fatronez, va alvocadez ha va zicour em oll necessiteou quen spirituel, quen temporel ! Me a offr deoc’h, a ro deoc’h hac a gonsacr deoc’h va c’horf, va ene ha quement a zepand ouzin. Guerc’hes carantezus, lacat a ran etre ho taouarn, ha resina a ran deoc’h, hep partach, va oll intantionou, va oll esperançou ha va oll dezirou, n’em bezo biquen quen bolontez nemet bolontez ho Mab divin, hac hoc’h ini ! Va recevit, mar plich gueneoc’h, ô va mam santel, va rece-