Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/384

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
352
doctrin ar guir gristen.

vit en niver eus ho servicherien hac eus ho bugale ! quemerit ac’hanon evel un drâ pehini a zo deoc’h ha disposit ac’hanon hervez ho bolontez ! va c’hunduit e pep leac’h hac e pep amzer, non pas hervez va inclinationou, mæs hervez ma pligeo gueneoc’h. Eus va c’hostez, Guerc’hes santel, me a guemer ar propos ferm, d’ho servicha a greiz va c’halon, d’ho caret ha d’ho meuli, ha da alia eus va oll galloud, ar re-all d’ho meuli ha d’ho caret assamblez guenêen !… Recevit eta, Guerc’hes sacr, ar sacrifiç a ran deoc’h ; soutenit ha crêait ar fizianç am eus en ho madelez ; obtenit d’în digant va Zalver Jesus, ur feiz crên, un esperanç ferm, ur garantez ardant, ar c’hraç da vervel d’ar pec’het, d’ar bed ha d’în va-unan, evit ma c’hallin beva eus a vuez va Zalver, e veuli ama var an douar, ha caout an heur d’e veuli eternelamant assamblez, gueneoc’h er barados ! Amen.





SACRAMANT AR GONFIRMATION.


Ar gonfirmation a zo ur sacramant pehini â ro deomp ar Speret Santel gant an abondanç eus e c’hraçou, evit hon renta christenien barfet.

I. Ur sacramant ; o veza ma’z-eo ur sîn sansibl eus a ur c’hraç invisibl, instituet gant hor Zalver Jesus-Christ evit hor santifia. Ar pedennou a ra an escop evit ar re a dle beza confirmet, an asten a ra d’e zaouarn a zioc’h dezo, an onction a ra gant an oleo sacr var o zall : oraverunt pro ipsis… imponebant manus super illos [1], a zo sinou ezterior ; hoguen ar zinou exterior--

  1. [Act. VIII, 15 ha 17.]