2° An donæson a ententamant a ra deomp compren penos ar madou spirituel pere a chom gueneomp, a zo cals guelloc’h ha preciussoc’h eguet ar madou temporel pere a dremen hac a rencomp da zilezel. En effet, petra servich d’an den gounit ar bed-oll, mar deu da goll e ene ? Interrogit ar gabitenet vras-se pere a gargue guechal ar bed gant an drouç eus o armeou, hac a bere ar brud a zo tremenet gant an drouç o devoa græt, periit memoria eorum cum sonitu [1] ; an dud charnel-se pere ne espergnent netra evit satisfia o fassionou, ha pere, evit ur moment a blijadur, o deus militet un æternite a boan hac a zizesper, momentaneum quod delectat, æternum quod cruciat [2] ; an dud avaricius-se pere o devoa madou dreist vuzul ha gant pere ne chomas cousgoude nemet ar bez, et solum mihi superest sepulcrum [3] ; oll e respontint eus a greiz ar flammou : tremenet int, transierunt, ha ne chom gueneomp nemet tourmanchou pere n’o devezo fin-ebet. Evel-se an donæson a ententamant a ro deomp da gompren penos eo infinimant guelloc’h an hent striç a poanius pehini a gundu d’ar vuez eguet an hent ledan hac æz, pehini a gundu d’ar maro eternel.
3° An donæzon a guzul-vâd hon ali da guemeret an hent striç ha poanius-se, lavaret a ra deomp : diæz eo, evit guir, ha c’hoas ar re a vale dreizan a renq souffr an dienez, an naon hac ar sec’het, beza goapeet, dispriset, persecutet, mæs cundui a ra, ouspen ne dê quet hir, da un eurusded parfet. Hoguen, petra nera quet an den evit beza eürus ? petra ne ra quet ur c’hrouadur evit plijout d’e dad, ur scrvicher evit plijout d’e væstr