Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/388

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
356
doctrin ar guir gristen.

comp da heuill, an dangerou a rencomp da evita mar fell deomp erruout e rouantelez an êe : hoguen ar pez hon deus da ober, eo caret Doue dreist pep tra hac hon nessa eveldomp hon-unan abalamour da Zoue : an hent hon deus da heuill eo hent ar groas, Jesus-Christ en deus baleet dreizan, ên hepquen a gundu d’ar barados : an dangerou hon deus da evita eo principalamant ravolt ar c’hic a-enep ar speret, pompou ha vaniteou an douar hac œuvrou an drouc speret. Ur pilot habil a zo ato var evez, en amzer memes ma eo sioull an avel ha tranquill ar mor ; evel-se ive, an ini a zo cunduet gant Speret Doue a zalc’h ato, evel ar profet, e ene etre e zaouarn : anima mea in manibus meis semper [1] ; hac o veza en e za, e grên, evel a lavar an abostol, gant aon da gueza [2], abalamour ma oar anaout e fragilite hac ar volontez en deus an drouc speret d’e denti ha d’e goll.

6° An donæzon a zevotion eo a rent deomp servich Doue douç hac agreabl. Devotion a sinifi devouamant : ur servicher devouet d’e væstr eo an ini a ra fidelamant, gant joa ha dre garantez, quement a vez ordrenet dezan : evel-se un den veritablamant devot a zervich fidelamant an Autrou Doue, gant joa ha dre garantez, couls en adversite evel er brosperite. An devotion pe an devouamant hac ar garantez en deus evit Doue, a ra ma en em blich en e servich, ha ma cav dister ar poaniou brassa, hac æz an traou diæssa. Pa souffromp un drâ-bennac evit ar re a garomp, ne souffromp quet, eme sant Augustin, pe da viana, mar souffromp, e caromp ar seurt souffrançou : non laboratur, vel si laboratur, labor

  1. [Ps. CXVIII, 109.]
  2. [Cf. I. Cor. X, 12 : qui se existimat stare, videat ne cadat.]