Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/389

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
357
pedervet loden.

amatur [1]. Evel-se ar zænt o devoa un dezir ar brassa da souffr evit Doue, evit gallout disquez o c’harantez evithan. Levr an Imitation a lavar ne dê quet possubl caret veritablamant, hep souffr un drâ-bennac evit an ini a garer [2]. O va Doue, eme santes Theresa, pe souffr, pe vervel ! aut pati, aut mori !

7° An donæzon a zoujanç Doue eo a laca etouez ar garantez hon deus evithan, un aoun hac ur spount santel da zisplijout dezan. Hoguen ar pec’het hepquen a ell displijout da Zoue, o veza ma’z-eo ur zonch, ur goms, un action pe un omission control d’e lezen ha d’e volontez. An ini eta a vev e doujanç Doue a laca evez-mâd ous ar pec’het, abalamour d’an injur a ra da Zoue ho d’an tor a ra d’an den pehini, oc’h e gometi, en em ravolt a-enep e Grouer hac en em expos da veza maleurus er bed-ma, hac eternelamant maleurus er bed-all. Eürus, eme ar Speret Santel, an ini a vev e doujanç Doue, rac nigeal cals a raï en hent eus e c’hourc’hemennou : beatus vir qui timet Dominum, in mandatis ejus volet nimis [3]… Oll donæzonou ar Speret Santel a deu da veza partach an ini a receo ar gonfirmation gant an dispositionou requis : o nopla, o caëra, o preciussa partach ! Oll vadou an douar comparachet gant unan hepquen eus an donæsonou divin-ma, a zo disterroc’h eguet ar fanq eus an hent : divitias nihil duxi in comparatione illius [4].

III. Evit hon renta christenien barfet : sacramant ar gonfirmation hon rent christenien barfet, o cresqui ennomp graç hor badiziant hac o rei deomp ners da souffr a bep seurt tourmanchou hac ar maro memes evit souten hor feiz. Ar

  1. [Cf. Aug., De Bono vid., 21.]
  2. [Imit. J.-C., a-hed an destenn a-bezh.]
  3. [Ps. CXI, 1.]
  4. [Sap. VII, 8.]