Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/390

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
358
doctrin ar guir gristen.

zacramant-ma o veza unan eus a sacramanchou ar re veo, da lavaret eo, eus ar sacramanchou a dleer da receo e stad a c’hraç, ne ro quet deomp ar c’hraç santifiant quenta, mæs rei a ra deomp an eil c’hraç santifiant hac habituel, rac santifia a ra ive ac’hanomp ha chom a ra gueneomp, evel ar c’hraç santifiant hac habituel guenta pehini a recevomp er vadiziant, pe dre voyen ar guir gontrition hac ar binigen. Ar vadiziant hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis, mæs ar gonfirmation hor gra soudardet da Jesus-Christ. E commançamant an Ilis, hac en amzer ar persecutionou quenta, ar gristenien a vije alies badezet, confirmet ha communiet er memes devez, evit gallout caout an ners hac ar gourach a bere o devoa ezom evit souffr a bep seurt tourmanchou hac ar verzerinti memes quentoc’h evit renonç d’o feiz. Hirio ar gristenien ne zint quet exposet ama en hor bro da vervel evit souten o feiz, mæs an dangerou etouez pere e vevomp a zo bras ha commun meurbed ; ur pec’het-bras eo eta chom dre negligeanç hep receo ar sacramant-ma a ners, petra-bennac ne dê quet necesser e receo evit beza salvet : dizenti a rer ouz Doue hac ouz e Ilis pere er goulen ouzomp, en em briva a rer eus a c’hraçou ar re breciussa hac en em exposi da un eternite maleurus.

Piou a ell rei, penos e vez roet, gant pe seurt dispositionou e tleer receo ar gonfirmation.

I. An escop hepquen a ell rei ar gonfirmation : ar Scritur, an dradition ha reglennou an Ilis en ro deomp da anaout. Len a reomp en Actou an