Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/395

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
363
pedervet loden.

operato… Evit hor santifia : sacramant an auter, o veza unan eus a sacramanchou ar re veo, ne ro quet ar c’hraç santifiant quenta, mæs rei a ra an eil, da lavaret eo, santifia a ra c’hoas ac’hanomp, o cresqui ennomp buez ar c’hras pehini hon devoa recevet dre’r vadiziant pe dre’n absolven, hac oc’h hon renta e guirionez templou ha tabernaclou beo ar Speret Santel.

II. E sacramant an auter ema e guirionez, corf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jesus-Christ : o veza ma’z-eo ressuscitet, e gorf, e voad, e ene hac e zivinite ne allont mui beza dispartiet : ne dê quet eta an imach anezo, evel a lavar ar brotestantet, ar calvinistet, eo a zo er sacramant-ma ; mæs guir gorf, guir voad, guir ene ha guir divinite hor Zalver Jesus-Christ : ar memes Jesus-Christ pehini-so bet concevet dre c’hraç ar Speret Santel, ganet gant ar Venc’hes Vari ; en deus souffret dindân Ponç-Pilat, a zo bet crucifiet, maro hac enterret ; a zo ressuscitet eus a varo da veo, hac a zo brema, er memes amzer, en êe ha var hon auteriou dre e oll c’halloud hac e vadelez infinit. Ar Scritur sacr a ro deomp da anaout-mâd ar virionez-ma pehini a zo ive un articl eus hor feiz. Jesus-Christ, eme an Aviel [1], o veza caret e vugale pere a oa var an douar, a falvezas, dezan o c’haret betec ar fin : rac-se o veza var ar poent da bignat en êe ha d’o friva dre eno eus e bræsanç sansibl, e c’hinstituas ur sacramant dre voyen pehini o devize an heur d’e bossedi en ur fæçon quer reel, evel pa oa gantho var an douar. Rac-se, o veza, en nos memes ma tleie besa livret gant Judas etre daouarn ar Yuzevien, quemeret ha benniguet bara, en roas

  1. [Dre vras.]