Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/401

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
369
pedervet loden.

pet evit ar sacramant, ne dleont quet en dibri re-zivezad, da c’houzout eo, goude dec pe unnec heur. An ini a long diouz ar mintin, nep songeal, un draic bennac chomet etre e zent, pe ur veradennic-bennac eus an dour gant pehini e velc’h e c’hinou, na dle quet, eme sant Thomas ha cals a deologianet-all, en em briva evit-se eus ar gommunion [1]. Ret eo ive caout ur viscamant propr ha modest, ha disquez dre un exterior ha parfet e c’houzomp anaout peguer precius ha peguer santel eo ar banquet da behini ez omp galvet.

Dispositionou an ene : ret eo beza instruet-mâd hac e stad a c’hraç : tostaat ous ar gommunion gant ur feis crên , un esperanç ferm, ur garantez ardant, un dezir-bras hac un humilite barfet.

Beza instruet mâd : sant Justin a raport penos e commangamant an Ilis n’en devize dèn permission da gommunia nemet instruet-mâd e vije var ar guirionezou principala eus ar feiz [2]; hac en amzer bræsant, an Ilis a ordren c’hoas d’he ministret en em assuri eus a instruction. ar vugale, hac ive eus a instruction an dud-vras, aroc rei dezo ar bermission da gommunia. Ar mysteriou principala eus ar feiz hac ar guirionezou quenta eus ar religion a zo necesser da anaout evit beza salvet, ha ne deus sacramant ha silvidiguez ebet evit ar re a vanq d’en em instrui varnezo : hæc est vera religio ut cognoscant Deum et quem misisti Jesum-Christum [3].

Beza e stad a c’hraç : da lavaret eo, exant, da viana, a bep pec’het marvel : da zezirout eo e vemp exant ive a bep pec’het veniel, petra-ben-

  1. [Tho. Aq. Super IV. Sent., dist. 8, q. 1, art. 4.]
  2. [Julian. Mart., Apolog. Ia, LXVI, 1.]
  3. [Cf. Joan. XVII, 3.]